Alan Stivell an alarc h le cygne

Select language to translate this lyric

Eun alarc'h, eu alarc'h trarom
War lein tour moal kastell armor
Dinn, dinn, daoñ, d an emgann
O,dinn, dinn, daoñ ±!d'an emgann ez an
Neventi vat d'ar vretoned
Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued
Erru ul lestr e pleg ar mor
E oueliuù gwenn gantañ digor
Digouet an aotrou Yann endro
Digouet eo da ziwall e vro
D'hon diwall doc'h ar C'hallaoued
A vac'hom war ar Vretoned.
Deut eo en-dro an aotrou Yann
An aotrou yann a zo oaotr mat
Ker prim e droad hag e lagad
Laezh ur Vreizhadez a sunos
Ul laezh ken yac'h evel gwin koez
Luc'h a daol e c'hoaf p'hen horell
Ken e vrumenn an neb a sell
Pa c'hoari kreñv e tarc'h
Ken e taouhanter den ha marc'h
Darc'h atav, dalc'h mat, Aotrou Dug
Dao warne, ai'ta bug-o bug
Neb a droc'h 'vel e troc'htez-te
N'en deus aotrou nemet Doue
Dalc'homp, Bretoned, dalc'homp mat
Arsav na truez, gwad oc'h gwad
Itron Varia Vreizh , skoaz da vro. , piv a fako?
Ar roue 'gav gantañ'raio
Dont a ray a-benn ur gaouad
Gant ur falc'h arc'hant da falc'hat
Gant ur falc'h arc'hant 'n hor bro-ni
Ha gant ur falc aour da vediñ.
Mar plijje gant ar C'hallaoued
Daoust hag int mank ar Vretoned?
Mar plijje gant 'n aotroui roue
Daoust hag-eñ eo den pe Zoue?
Skignañ 'ra bleizi Breizh-Izel
O klevet embann ar brezel
O klevet ar youc'h, e yudont
Gant c'hwezh ar Challaoued e reont
En heñchoù, e-berr e welour
O redek ar gwad evel dour
Ken 'yey ruz-glaou brusk an houidi
Hag ar gwasi gwenn o neuiñ
Muioc'h a dammoù goaf, e skent
Eget e karnelioù ar vro
Paotred Bro-C'hall 'lec'h ma kouezhint
Betek deiz ar varn e c'hourve'int
Betek deiz ar varn hag ar feustl
Gant an Trubard a ren ar reustl
An diveradur eus ar gwez
'Ray dour benniget war e vez

SUBMIT CORRECTIONS